Mont d’an endalc’had

Sigismondo Malatesta

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Sigismondo Malatesta, kont Rimini, livet gant Piero della Francesca.

Sigismondo Malatesta, pe Sigismondo Pandolfo Malatesta, ganet e Brescia d'an 19 a viz Mezheven 1417, ha marvet d'ar 7 a viz Here 1468 e Rimini, a oa condottiero ha kont Rimini en Italia ar XVvet kantved. Brudet e oa da vezañ ur brezelour ampart, hogen kriz ha treitour, ken e oa bet lesanvet « bleiz Rimini » (il lupo di Rimini).

E vuhez

Mab e oa da Pandolfaccio Malatesta. E 1465 edo e penn arme Venezia pan eas ar republik da ober brezel d'an Impalaeriezh otoman. E 1522 e kemeras Rimini, hogen mont kuit a rankas dirak arme ar pab Adrian VI. A-hed e vuhez e stourmas da adkemer Rimini, kavell e diegezh, hag a oa bet aloubet gant armeoù ar pab ha staget ouzh Stadoù ar Pab.